Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/277

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
goude ar Pantecost.

douar a dremeno quent evit na ve cenchet ul liseren pe ur poent hepquen eus al Lesen.

Songit pe na songit quet, credit pe na gredit quet, ne d’eo ha ne vezo quet neubetoc’h guir penaus n’emaoc’h er bed-mâ nemet evit labourat evit an affer eus ho silvidiguez, ha penaus n’hoc’h eus, evit lavaret mad, nemet an affer-ze hepquen. Songit ar pez a guerot, beza ez eo hac a vezo bepret guir penaus an hent pehini a gondu d’an Eê, a so enq ha stris ; guir e vezo bepret e renquer douguen e groas bemdez, ha resista continuelamant ouz e voal inclinationou ; guir a vezo bepret penaus an Aviel hepquen a dle beza ar reglen eus hor buez, ha penaus en em gollomp, ma heuliomp ar reglennou faus eus ar bed.

Erfin guir e vo bepret penaus evit beza salvet, eo necesser pratica an œuvrou mad hervez hor gallout, ez eo ret en em acquita eus hon oll obligationou e quenver Doue hac hon nessa, ha penaus mar mancomp en