ur poent hepquen, en em gollimp maleürusamant epad un eternite.
Hervez an Aviel e vezin barnet un deiz. Ha quemeret am eus-me bete vremâ an Aviel evit reglen eus va buez ?
Pe sort profit, pe sort frouez am eus-me tennet eus a guement a Sermoniou hac a Instructionou santel am eus clevet ?
Gant pe seurt dispositionou a speret hac a galon e chelaouan-me comsou Doue ? Ober a ràn-me reflexion varnezo ? O lacât a ràn-me doun em c’halon evit o fratica ?
O va Doue, ho comsou a so comsou a vuez. C’houi a so ar virionez, an hent hac ar vuez ; racze resolvet oun, gant ar sicour eus ho craç, da chelaou gant docilite ho comsou divin, ha da guerzet gant couraich dre an hent hoc’h eus desquet deomp, ha dre ar voyen-ze e esperàn e arruin en termen eürus, pehini eo ar vuez eternel.