Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
goude ar Pantecost.

A V I S.

Pa vez ouspen pevar Sul varn-uguent goude ar Pantecost, e quemerrot evit o ramplissa ar Meditationou goude ar Rouane, pere ne dint quet bet grêt er mare-ze.

Mar deus pemp Sul varn-uguent, e quemerrot an Aviel hac ar Veditation eus ar c’huec’hvet Sul goude ar Rouane.

Mar deus c’huec’h Sul varn-uguent, e reot ar Meditationou eus ar pempvet hac eus ar c’huec’hvet goude ar Rouane.

Mar deus seiz varn-uguent, e quemerot ar bevare, ar bempvet hac ar c’huec’hvet goude ar Rouane.

Mar deus erfin eiz varn-uguent, ret eo commanç dre an drede Sul goude ar Rouane, ha continui bete ar c’huec’hvet ; ha ne reot ar Veditation a so amâ varlerc’h, nemet d’ar Sul diveza goude ar Pantecost hac an tosta d’an azvent.

An Ilis a observ ar memes tra en oferen hac en ofiç divin.