Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
270
An drede Sul varn-uguent

cord hepquen hac e meritou Jesus-Christ.

O va Doue, en em blijout a ret oc’h hon asista en hon oll ezomou, pa en em adressomp deoc’h gant ur guir fizians : commandi a ret deomp esperout ennoc’h, hon alya a ret da lacât ennoc’h hon oll fizians dre ar c’homsou dous ha consolant-mâ : Deut oll davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulageo. O peguer bras eo ho madelez, mæs allas ! n’am eus quet he anavezeet mad bete vremâ ; ha chetu ar pez a so caus eus an neubet a fizians am eus bet ennoc’h. Va Doue, pardonit din ma faut, hac inspirit din santimanchou dign eus ho madelez infinit, evit ma em bezo hiviziquen recours deoc’h gant ur fizians parfet em oll poaniou hac em oll necessiteou : peguen agreabl ve neuse deoc’h va feden, ha peguement a c’hraçou na recefen-me quet !