Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/273

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
269
goude ar Pantecost.

abandonet, na birviguen ne abandonot ar re en em abandon evelse etre ho taouarn : quemer a ret ur sourcï special anezo, exauci a rit o fedennou, en em interessi a ret en o oll afferiou, scuilla a ret ho penediction voar o oll labourou, pourvei a rit d’o oll necessiteou.

Reflexion voarnoc’h hoc’h-unan.

Examinit ho calon, ha guelit ha c’houi hoc’h eus ur fizianç dign eus a vadelez an Autrou-Doue.

Ha beza hoc’h eus-hu an oll fizianç a dleit da gaout en e brovidanç divin ?

E gonsiderit a rit-hu evel ho tad hac ar guella eus an oll dadou ?

Ha recours hoc’h eus-hu dezàn en hoc’h ezomou quen spirituel quen temporel gant fizianç ur c’hrouadur ?

Pa hoc’h eus recours da Zoue, e ober a rit-hu gant santimanchou a humilite, oc’h anaout ho miser, ho paourentez, hoc’h indignite, oc’h anaout ne veritet graç na faveur ebet, mæs o lacaat ho fizians en e viseri-