Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/202

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
198
An eizvet Sul

reont ar moyenou ar re sura, hac o impligea a reont gant ardeur heb en em rebuti evit an difficulteou a guevont, ha quemense evit ur mad a netra, evit ur vogueden a enor, evit ur blijadur eus ur moment.

O peguement a vanq n’hon eus-ni ar memes ardeur evit ar madou eternel ! Peguement a faut n’hon eus-ni ar memes sourci eus a affer hor silvidiguez ! Peguen neubet a reomp-ni evit en em savetei e compareson d’ar pez a ra tud ar bed evit en em goll !

Mæs heb sellet ous ar re all, songit petra hoc’h eus-hu grêt hoc’h-unan bete vrema evit ho silvidiguez.

Ha songet hoc’h eus-hu memes biscoas a berfetet en affer eus ho silvidiguez hac er voyen d’e ober ? Cousgoude an importanta hac an necessera eo eus hoc’h oll afferiou ; hoc’h affer unic eo pehini a c’houlen hoc’h oll attantion, hoc’h oll amser, hoc’h oll buez. Ac’hano e depand hoc’h eürusdet pe ho maleur éternel. Ne d’oc’h lequeet gant Doue er bed, ne-