2. P. Considerit penaus ar Pastor mad goude beza clasquet gant cals a fatig, ha cavet arfin e zânvad dianquet, elec’h ober dezàn querzet arauzàn nac e squei, el laca voar e ziouscoa gant ar joa en deus ountàn, hac e invit e vignonet d’en em rejouissa gantàn. Evelse eo, pec’her paour, e vezi diguemeret gant da Bastor, ha da gonversion a roï ur joa vras d’ar Sænt, d’an Ælet ha da Zoue memes, pa hon assur penaus e vezo ur rejouissans vrassoc’h en Eê evit ur pec’her hepquen pehini en em gonvertis, eguet na vezo evit naontec ha pevar-uguent den just pere n’o d’eus quet ezom a binigen.
Ha possibl eo, ô va Salver, ec’h ell ur pec’her eveldoun contribui en un dra benac da satisfaction un Doue ? Ma oblich a reet da gridi ur virionez quer consolant. Quemense, ô va Doue, eo a douich va ene ; ar gontantamant pehini ho pezo d’am guelet convertisset, eo a ravis va c’halon hac am zenn davedoc’h ; re eo refus deoc’h ur