Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/179

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
goude ar Pantecost.

satisfaction pehini e deus coustet quement deoc’h, hac a so quen avantajus din. Recevit eta, ô va Doue, ar joa da velet ur pec’her convertisset, pehini n’en deus quen desir nemet d’hoc’h heulia da viquen, ha da bellaat dious quement a allo displijout d’ho Majeste divin.

Considerit bremâ petra eo a so bet caus deoc’h da bellaat dious un Doue quer mad ha quer carantezus. Pe seurt pec’het, pe seurt viç, pe seurt goal accoustumanç eo a vir c’hoas marteze ouzoc’h na zistroït ous Doue a barfetet ha gant fizianç ?

Quemerit ur resolution ferm ha generus da renonç da guemense, hac e santot ho fizianç o crisqui. Pebes joa na root-hu quet d’an Eê-oll, ha pebes joa n’ho pezo-hu quet hoc’h-unan ! Pebes peoc’h en hoc’h ene, pebes contantamant en ho calon !

O va Doue, ma c’hlasquet hoc’h eus pa bellaen diouzoc’h, n’am rebutit quet pa zistroan davedoc’h.