Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
173
goude ar Pantecost.

quet. Peguen dous ha peguer consolant eo ar virionez-mâ, ha peguer capabl ef-hi da ober d’ar brassa pec’herien distrei ous Doue dre ur guir gonversion !

Petra eta, pec’her paour, e tisfiet-hu eus a visericord un Doue pehini en deus un desir quen ardant eus ho silvidiguez ? Perac e tec’het-hu araug un Doue pehini ho clasq evit ho savetei, penini a offr deoc’h e c’hraçou hac a asten deoc’h e zivrec’h evit ho receo ? Rac petra hoc’h eus-hu aoun ? Mar deo bras ho pec’hejou, e vadelez a so c’hoas brassoc’h. En em daulit eta etre e zivrec’h, ha leverit dezàn gant ur galon leun a c’hlac’har ha leun a fizians : o va Salver, Pastor carantezus hon eneou, me eo an dânvad dianquet pehini a glasquit, n’am rebutit quet pa zistroàn davedoc’h ha ma recevit etouez ho tênvet fidel. N’em boa quet hoc’h anaveet bete vremâ, ô va Doue, dougea a reen ho justis, mæs n’em boa biscoas comprenet peguer bras eo ho misericord.