Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/174

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
170
Sul ar Sacramant.

avantajus ha quen necesser evit ho silvidiguez.

Reflexion varnoc’h hoc’h-unan.

Na chomet-hu quet pevar, pemp, c’huec’h miz, marteze ur bloa heb tostaat ous ar Sacramanchou ? Petra so cauz a guemense ?

Marteze e leverot ne d’oc’h quet dign da sacramanti alies, ez oc’h re fragil, revras pec’her, pe autramant n’en em santit quet a zevotion ; mæs ne ouzoc’h-hu quet penaus e teu Jesus-Christ da c’hervel an oll d’e vanquet divin, ar re glàn evit o farea, ar re dall evit ho scleraat, ar re sempl evit o c’hreaat ; ar re drist hac affliget evit o c’honsoli, ar re just evit o renta parfetoc’h, hac ar bec’herien pere a zesir en em gonvertissa, evit o sanctifia.

P e d e n.

O va Salver, anzao a ràn dirag an Eê hac an Douar, ne doùn quet dign da veza contet etouez ho servicherien, ha neubetoc’h c’hoas da zibri ous ho taul. En em vaga a dlefen