Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
171
Sul ar Sacramant.

gant va daëlou ar rest eus va buez, ha beza privet evit jamæs eus ar Gommunion sacr. Mæs pa fell deoc’h, ô va Jesus, ha pa gommandit din, peguer misérabl benac ez oùn, tostaat ous ho taul santel, me en em bresanto gant humilite, hac a dostaï dre obeissanç, evit plijout deoc’h.

Grit dre ho cras ma vezo va brassa desir ha va brassa contantamant en em unissa gueneoc’h en ho Sacramant adorabl ; ha grit ma vevin da viquen en ur fæson quer christen, ma vezin e stad d’ho receo alies evit ho cloar ha silvidiguez va ene.

Petra a elles-de, o va ene, da zesirout voar an douar, ma ne zesires receo da Salver pehini a ro did ar vuez, pehini a zeu d’az carga a c’hraçou, da scleraat da speret, da rejouissa da galon, hac a zeu d’az convia gant quement a vadelez dre gomsou quen dous ha quer consolant : Deut oll davedòn-me, c’houi pere a so poaniet hac affliget, ha me ho soulageo.