Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
142
Ar Sul goude

zeue hor c’halon d’en em gorrompi dre ar plijadurezou ha dre ar brosperite ; servicha a reont da burifia hon eneou ; servicha a reont deomp da binigen er bed-mâ ; servicha a reont da exerci hor patiantet, d’hon renta humploc’h, ha da grisqui hor c’hurunen en Eê.

2. P. Pa ne illit quet tec’het diouz ar groas, pa renquit souffr, na gollit quet ar merit hac ar frouez heus ho souffrançou, grit eus a necessite vertu, grit un usaich mad eus ho poaniou.

Peguer bras benac ve hoc’h affliction, na gollit quet couraich ha n’en em abandonit quet d’an dristidiguez. Na c’holennit quet beza dilivret eus hoc’h afflictionou, mæs goulennit quent ma plijo gant Doue ho souten hac ho creaat dre e c’hraç, evit o amduri dre garantez evintâ.

Sellit ouz an Eê, ha considerit ar recompans a brepar Doue deoc’h. Trugarecaït Doue dre ma ro deoc’h dre ar souffrançou ar voyen da assuri ho silvidiguez ha da grisqui ho curunen en Eê.