Ar souffrançou a so bet a viscoas hac a vezo bepret hor partaich en traounen-mâ a zaëlou.
Den ebet ne dle esperout beza exant. Ar re vras ha puissant eus ar bed o deus o foan quer couls hac ar re vian hac ar re baour. Ne antreer e Rouantelez Doue nemet dre cals a boaniou hac a dribulationou. Ar groas a so gouir hent an Eê. Eguis ma fell eta da Zoue savetei an oll dud, en deus pourveet croasiou dezo-oll.
Croasiou a gavomp e beblec’h, enomp hon-unan hac e mæs ac’hanomp, pep tra hon afflich hac a ra deomp souff : hor c’horf dre e glênvejou hac e infirmiteou, hon ene dre e ignoranç ha dre e goal-inclinationou, an drouc-speret dre e dentationou, an dud gant pere e vevomp dre o c’hontroliez pe dre o goal humor, ar bed dre e injusticou pe dre e bersecutionou.
Doue a bermet an afflictionou-ze evit hor mad hac hon avantaich : car beza ez int an holen pehini a vir na