Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
1431
Ar Yaou-Basq.

A viscoas. ar Sænt e creis o brassa poaniou o deus clasquet o c’honsolation ebars en oræson, hac eno eo o deus-hi cavet bepret. Clasquit eno soulajamant eveldo hac e quefot ive gant graç Doue. E creis ho poan livirit : just oc’h va Doue, meritet am eus quemen-mâ ha c’hoas davantaich : ho polonte ra vezo grêt, va Doue, ha non pas va hini. Liquit ho fizianç e Doue, esperit ennàn, hac en em santot courachet ha consolet.

Examinet e pe fæçon oc’h en ent gomportet en ho poaniou hac afflictionou, ha goulennit pardon eus ar fautou ho pe grêt.

Quemerit ar resolution d’en em servicha eus ar moyenou merquet amâ diarauc evit ober guel usaich eus hoc’h afflictionou en amser da zont.

O va Doue, just eo din souffr : ne c’houlennàn quet eta beza delivret eus va foaniou, mæs goulen a ràn quent ma plijo gueneoc’h va souten ha va chreaat dre ho craç, evit o anduri dre garantez evidoc’h, gant pa-