Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/137

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
goude Pasq.

ret e general, va Doue, ho pezet truez ouz va ene : pliget gueneoc’h va fardonni, grit din ar c’hraç da veza eürus gueneoc’h en ho Parados ; goulennit c’hoas e particulier ar sicour a behini hoc’h eus ezom evit ober eus ho costez ar pez a dleit evit obteni a c’hraç-ze da veza pardonet gant Doue ha recevet en e Varados. Goulennit ar gouraich da labourat evit ho conversion, an nerz da drec’hi ho coal-inclinationou, an nerz da resista ouz tentationou ar c’hiq hac an drouc-speret, ar c’hras da zistaga ho calon diouz ar bed, ar c’hraç d’en em acquita santelamant eus an deveriou eus ho stad, ar c’hraç da veza humbl, douç, patiant, pur ha chast ; goulennit digant Doue ar c’hraç d’e servicha gant ferveur, ar c’hraç da veva ha da vervel en e zougeanç hac en e garantez, evit gallout e gontempli hac e veuli eternellamant.

Goulennit goudeze hoc’h ezomou temporel, hep o goulen cousgoude gant re a bres hac a ardeur, mæs