Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
Ar pempet Sul

fragil oump, sujet oump da un infinite a viseriou quen a gorf quen a speret, incitet oump d’an drouc dre hor goal-inclinationou, exposet da un infinite a zangerou, attaquet a bep tu gant adversourien hor silvidiguez.

Penaus gallout resista ouz quemense tout ha beva en assuranç, nemet dre ur sicour special a Zoue ? Ret eo eta, evit receo e sicour hac e assistanç, caout recours dezan dre ar beden, hervez ma en deus-èn ordrenet : Goulennit, emezàn, hac e recefot ; clasquït, hac e quefot ; scoit voar an or, hac e vezo digoret deoc’h.

Doue a fell dezàn rei deomp hon oll ezomou hac hor c’harga eus e c’hraçoü, mæs ive e fell dezàn o goulennemp, evit ma teuimp da anaout hor paourentez hac hor sempladurez, ha da anaout ez eo digantàn e teu hon nerz hac hon oll vertu.

2 P. Considerit penaus e tleit goulen principalamant digant Doue ar madou spirituel, madou an ene. N’en em gantantit quet couscoude da lava-