Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
134
Ar pempet Sul

gant ur soumission barfet da volonte Doue, pehini a oar petra so profitapla evit e c’hloar hac evit ho silvidiguez.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Pe guellies a veich em eus-me negliget da gaout recours da Zoue em necessiteou ! Ma vizen bet fideloc’h d’e bidi, peguement a chraçou n’am bize-me quet recevet, a beguement a fautou ne vizen-me quet bet preservet.

Mar em eus pedet aviziou, petra am eus-me goulennet digant Doue ? lavaret em eus pedennou diouz ar mintin, diouz an nos hac en Oferen, mæs pet gueich n’am eus-me quet o lavaret heb intantion ebet, heb songeal da c’houlen gras ebet ous Doue, pe d’e drugarecât eus e vadelezou ? Pedet am eus hepquen dre accustumans, abalamour ma oa ret lavaret ur beden benac. Allas ! pedet am eus, hep, pidi. Ne veritàn-me quet ar memes rebeich a rezoc’h, va Salver, d’ho Tisquibien : bete vremâ n’hoc’h eus goulennet netra.