Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/133

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
129
goude Pasq.

gant humilite ha gant couraich. Bezit neuse fidel d’en em acquita eus ho tevotionou ordinal, petra benac na reac’h anezo nemet dre boan ; ha credit parfet ne vezint nemet agreaploc’h da Zoue, hac eus ur brassoc’h merit evidoc’h. Car ar vertu hac an devotion ne gonsistont quet en dousder, er saour, er gonsolation sansibl a santit aviziou en hoc’h exercisou spirituel, mæs en ur volonte ferm, constant ha prest da bratica ar pez a ouzoc’h beza agreabl da Zoue.

Reflexion voarnomp hon-unan.

Penaus oùn-me en em gomportet en amser ma oùn en em gavet er sec’hor hac an desolation intérieur ? Souffret am eus-me ar boan-ze gant humilite, gant ur speret a binigen ha gant resination da volonte Doue ? Ne doùn-me quet en em abandonet neuse d’an troubl, d’an distridiguez, d’an digourajamant ? N’am eus-me quet dileset va exercifou a zevotion, pe darn anezo ?

O va Doue, en em resina a ràn