evit bepret d’ho polonte just ha santel : va zretit evel ma plijo gueneoc’h. Sûr oùn penaus quement a erruo guenê dre hoc’h urz ne allo beza nemet avantajus din. Mar fell deoc’h va bisita, rei din sclerigen, va c’honsoli, ra viot meulet ; mar fell deoc’h va lesel er sec’hor, en devaligen, en distridiguez, ra viot ive meulet. Me a recevo ingalamant eus ho torn an drouc hac ar mad, an douç hac ar c’huero, ar gonsolation hac an affliction, hac a rento grajou deoc’h evit quement a erruo guenê. E pe stad benac em lequeot, e rin va fossibl da veza fidel deoc’h.
E creis va foaniou e livirin bepret : ho polonte bezet grêt, va Doue, ha non pas va hini. Chom a rin contant o velet ho polonte accomplisset voarnòn ; hac en em gonsoli a rin en ur lavaret e goelet va c’halon. Va Doue, ne zesiràn nemedoc’h, va Doue me en em abandon etre ho taouarn.
Chetu aze ar resolution a guemeràn hkirio, ha da behini gant ar sicour eus