servicha gant ur garantez bur ha desinteresset, heb clasq hor c’hontantamant hon-unan ; hac erfin evit ober deomp querzet en hent royal eus an Eê, pehini eo hent ar groas hac an affliction.
En desolation eo e tisquez an ene e c’harantez da Zoue. Ne deo quet un dra vras servicha Doue en amser ma teu d’ho carga a gonsolation hac eus e faveuriou ; mæs e servicha en amser ma ho lês en affiiction ha ma seblant hoc’h abandoni, hennes a so ur guir varq a fidelite.
Un nombr bras a Sænt o deus bevet pell-amser en ur sec’hor hac en un desolation estrainch ; ha dre an usaich mad o deus grêt eus ar poaniou interieur-ze, pebes gloar n’o deus-y quet meritet.
2. P. Pa bligeo da Zoue scuilla e gonsolation en ho calon, recevit-hi gant action a c’hras, evel un dra n’hoc’h eus quet meritet ; ha pa zeui d’ho priva anezi, souffrit ar brivation-ze gant resination d’e volonte divin.