Pajenn:Marigo - Abrege eus an Aviel.djvu/131

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
127
goude Pasq.

varas d’e Zisquibien e oa profitabl evito ma teuze d’o c’huitaat, petra benac ma oa o oll joausdet hac o c’honsolation uniq. Na esperomp quet e allimp jouissa bepret eus ar c’honsolationou divin en draounen-mâ a zaëlou ; car Doue, goude beza hor bisitet, en em guz ouzomp, goude beza hor c’honsolet, hor priv eus e gonsolation, ha quemense bepret evit hor profit hac hon avantaich.

Hor c’honsoli a ra, evit hon tenna d’e servich, evit ober deomp disprijout consolationou væn ar bed, evit hor c’honforti hac hor c’hourachi da drechi ar poaniou hac an difficulteou e gavomp o pratica ar vertu.

Hor priva a ra eus e gonsolationou, evit hon renta humbl, evit ober deomp santout peguer paour ha peguer sempl oump, pa vemp abandonet deomp hon-unan. Hor priva a ra eus an dousder celestiel-ze, evit ober deomp e glasq gant muy a ferveur, ha clasq muy ar c’honsolateur eguet ar gonsolation ; evit c’hoas ober deomp e