Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
jeann d’arc.

ker kounnaret hag hi, o sevel en ho flas evit beza diskaret d’ho zro.

Ar verc’hez iaouank, sounn he banniel ganthi var an dorgen azioc’h an douvez, eb aon rak birou na kanoliou, a roe kalon d’he zud : « Fizians emezhi, ar c’hastell a zo d’eomp ! » Hag ar stourmad a gendalc’haz kounnaret, euz a zeiz heur betek eun heur goude kreisdeiz : an dour a ioa ruziet gant ar goad. Pa vel ar verc’hez iaouank e ma he zud o skuiza, e krog he-unan en eur skeul hag e tiskenn en douvez. Sevel a ra he skeul oc’h ar voger, mes ar Zaozon, a zo ho daoulagad o para varnhi, a c’hell he zizout gant eur bir etre he skoaz hag he gouzoug. He skoaz a oue treuzet hag e koezaz en douvez.

Kerkent ha ma oue kouezet Jeann, ar Zaozon a laoskaz eur iouc’haden, kement a levenez o doa ; epad ma tec’h eur c’halz euz ar Fransizien spountet ; int-hi a ziskenn dre ar skeul evit peurlaza ar verc’hez iaouank. Jeann a zo kollet ; gellet e deuz sevel, gant poan evelato, nebeut a dud a joum var he zro evit he difenn. Epad mac’h en em gannet var dro Jeann, setu eur marc’hek kalonek o tont a benn err d’he savetei, an douar a zoun dindan treid he varc’h pounner. Goal skei a ra var ar Zaozon a gleiz hag a zeou gant he vouc’hal brezel, diskar a ra anezho, e ma en eul lam d’an traon evit rei he varc’h da Jeann : « Kemerit, emezhan. Fallakr oun bet evidoc’h deac’h gant ar gabitened all, mes kalon oc’h euz. It kuit var va marc’h.— Bennoz Doue d’eoc’h, eme Jeann, biskoaz ne veliz marc’hek guelloc’h savet. » Hag hi kuit, difennet gant ar marc’hek, de Gamach he hano, ha gant eun nebeut euz he mignounet.

Pa oue tec’het Jeann divar an dachen, e tiskennaz divar he marc’h hag e c’hourvezaz var al letoun ; ar bir