Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
jeann en emgann.

da ober serra an or. Ha kaer o doa an dud grosmol, an or ne zigore ket, rak de Gaucourt a ioa eur penn kalet a zen.

Pa velaz Jeann e viret ouz an dud da vont er meaz, ne joumaz ket var var, mont a reaz var eün betek ar gouarner, hag en eur ober d’an oll rei peoc’h, e lavaraz a vouez huel : « C’houi a zo eun den fallakr, mes ar zoudardet a ielo er meaz, mad mar plij deoc’h, mad ma ne ra ket. Ar gounid a vezo deomp, hirio koulz ha deac’h. » Meuze e troaz varzu ar zoudardet a zioualle an or, hag e lavaraz d’ezho seac’h ha krenn evel ma komz an hini a zo mestr var an oll vistri all : « Digorit, me eo her gourc’hemen. » De Gaucourt a blegaz he benn, ne c’helle ket dislavaret an hini e doa bet ar galloud huella digant ar roue he-unan.

An or a oue kerkent digoret, hag an douar a grenaz dindan ar varc’heien hag ar zoudardet o vont gant hast d'an emgann. Pa velaz ar vistri braz, e iea an oll vrezellerien varlerc’h Jeann, int-hi a ieaz ive buanna ma c’heljont, Dunois ha Lahir er penn araok, rak hi o doa muioc’h a fizians eget ar re all er verc’hez iaouank. Divarlec’h e teuaz Xaintraill, Culan, de Rais, Gamach ; de Gaucourt zoken a deuaz ive.

An oll en em vodaz dirak mogeriou ar c’hastell, ha kerkent ha seiz eur e oue staget d’an emgann. An douveziou leun a zour a oue karget gant keunet, ar skeuliou huel a oue savet, ar Fransizien a bignaz ennho, mes er penn kenta euz an devez, ar gounid ne oue ket d’ezho. Guech fircher hir ar Zaozon a bellea beg ar skeuliou hag a rea d’ezho koueza, tud hag all ; guech ar skeul a veze brevet dre he c’hreiz gant eur roc’h pounner ruillet divar ar mogeriou ; guech all ar c’henta savet a vezet lazet a daoliou bouc’hal, hag a ziskare he vignouned o koueza varnho. A veac’h e veze piket eur rum, ma velet Fransizien all,