Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PEMZEKVED KENTEL


Jeann a zaill var gastell braz an Touriou. Gouliet eo. Ar c’hastell a zo kemeret.


An deiz o c’houlaoui a velaz an Tad Paskerel oc’h an aoter, ha Jeann o selaou he oferen gant devosion. Distrei a reaz buan en he zi da c’houde, en em viska a reaz evit ar stourmad. Pa zave var he marc’h guen, ar Boucher a lavaraz d’ezhi : « Choumit ta eur pennad, Jeann, e maer o paouez digas d’in eur pesk euz ar re vella, choumit hag o pezo eun tam. — Nan, bennoz Doue d’eoc’h emezhi, mirit o pesk betek ar pardaez-ma, eur Zaozik a deuio ganen, distrei a rin ganthan dre bount Sant-Anton. » An arc’hantaer a oue souezet-braz ; eur volz euz ar pount-se a ioa freuzet pell a ioa, evit mirout ouz ar Zaozon da zont dreizhan e kear, hag hi a lavare : « Treuzi a rin var ar pount. »

Kerkent ha ma oue guelet Jeann var ar ru, ar vrezellerien a ziredaz, al levenez o para var o zal : « Emgann adarre, emezho. » Mont a rejont oll da glask an or a sko var Zao heol, dor Bourgogn, ha dre ma z’eant, niver ar vrezellerien a iea var gresk. Mes e toull an or e kavjont gouarner kear, ar c’hont de Gaucourt ; ar c’habitened all o doa lavaret d’ezhan : « Miret a reoc’h ouz an dud da vont er meaz. » Hed an noz n’en doa great difenn ebet, setu perak Orleaniz a c’hellaz mont ha dont, evel m’eo bet diskleriet ; mes kerkent ha ma tarzaz an deiz, e teuaz