Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
jeann gouliet.




en doa treuzet neat ar skoaz pa ’z eo guir e velet ar beg anezhan eun hanter troatad er meaz dioc’h an tu all. Goad ar verc’hez iaouank a rede euz ar gouli ; hi, pa velaz kement-se, a vouelaz, kaloun eur vaouez a ioa en he c’hreiz. An tad Paskerel, Dunois hag ar re all a ioa en he c’hichen, tenval ho fenn.

Goude m’e devoue skuillet eun nebeut daelou, Jeann a zav he daoulagad, guelet a ra he sentezed dirazhi : ho diou e roont kalon d’ezhi. Hi neuze, treac’h d’he foan, a dennaz he-unan ar bir euz ar gouli. Hiniennou euz ar re a ioa eno, troet var ar superstisionou, a lavaraz e c’hellet parea ar gouli gant eun nebeut komzou sorserez, mes Jeann a respountaz dichek : « Kentoc’h mervel eget ober netra eneb bolontez Doue ! » Neuze e oue lakeat eur berad eol benag var ar gouli ; da c’houde, ar plac’h iaouank a goveseaz.

Hogen ar vistri braz, kollet pep fizians gantho o velet ar zoudardet o tec’het kerkent ha ma oue gouliet Jeann, a ziskleriaz d’ezhi ne c’hellet ket kemeret kastell an Tou-