Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
jeann ha kastell an aogustined.




ne baouezaz ket da rei kalon d’he zud epad an oll amzer ; eur vech gounezet ar viktor, e lavaraz d’he soudardet : « Lod ac’hanoc’h a joumo ama epad an noz, a vel da gastell an Touriou ; varc’hoaz, mar plij gant Doue, ar c’hastell-ze a vezo d’eomp ive. » Hag e tistroaz e kear gant ar peb brasa euz he brezellerien evit trugarekât an aotrou Doue.

Ar verc’hez iaouank a iune bep guener, mes en devez-se, feaz gant ar skuisder, hag izom d’ezhi da gaout nerz a benn antronoz, e tebraz he c’hoan.

Dioc’h ar pardaez-se, ar c’habitened en em vodaz en ti-kear d’en em glevet, eb goulen kuzul ebet digant Jeann. Fall e reant, rak ar verc’hez iaouank eo e devoa ar muia guir da veza selaouet, hi eo a dlie ren ar brezel. Mes ar vistri braz-se o doa c’hoant da gaout brud hag henor : n’eo ket Jeann, int-hi eo a dlie ren, var ho meno. Hag e leverjont : « Aoualc’h on euz great, ehanomp brema eur pennad ; na varc’hoaz, nag abenn pell ama ne raimp emgann ebet. »

Jeann a ioa o paouez dibri he fred pa deuaz unan euz