Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/88

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
jeann d’arc.

ar c’habitened, unan hag en doa fizians ennhi, da ziskleria d’ezhi labour ar guzulerien. Ar verc’hez iaouank a respountaz : « C’houi a zo bet kuzul etrezoc’h, ha me a zo bet kuzuliet gant va Moueziou. Ha lavarou va Aotrou a deui da vir, e leac’h ho lavarou-c’houi az ai gant an avel. » Hag e tiskleriaz neuze d’he beleg, an Tad Paskerel : « Varc’hoaz, savit abred-kaer, ha renkit pep tra evit ar guella, Choumit atao em c’hichen hed an deiz, rak kalz labour am bezo da ober, brasoc’h traou a rin eget n’am euz great betek-hen. Varc’hoaz e vezin gouliet, hag ar goad a redo euz va feultrin. »

En nosvez-se, Jeann a gouskaz c’houek.

Epad ma lavare ar vistri-brezel : « Ehanomp brema, labour aoualc’h on euz great evit eur pennad, » bourc’hizien Orleans kounnaret ouz ar Zaozon, a zonje ervad ne oa ket deut d’ezho sikour a berz Doue evit ma vije hanter c’hreat al labour. Lavaret e doa Jeann. « Digelc’ha rin Orleans ; » hag ar vourc’hizien o doa fizians ennhi. Hag e leac’h ehana, e leac’h gortoz urziou ar vistri braz, int-hi a labouraz. Bez’e ouent epad an noz o kas bevans hag armou d’ar zoudardet choumet a vel da gastell an Touriou, o kas hordennou keuneud evit stanka douveziou ar chastell, skeuliou hir evit sevel var ar mogeriou pa vije sounet an emgann vraz, ar stokad kounnaret. Fizianz o doa e Jeann : dont a rea a berz Doue.

M’o doa fizians Orleaniz, ar Zaozon a grene. Devi a rejont epad an noz kastell bian Sant-Prive, re zister da veza difennet epad pell amzer ; ne joume eta gantho, var an tu kleiz euz al Loire, nemet eur c’hastell, unan ebken, kastell an Touriou : krenv oa, ha difennet mad dreist : e vogeriou o doa kant troatad huelder.