Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
jeann d’arc.

mes sevel a reaz aon gantho ; unan benag a lavaraz e teue Saozon ar c’hestell all da zikour difennourien kastell an Aogustined ; setu ma tec’haz oll brezellerien Jeann, ne joumaz var he zro nemet eun toulladik soudardet. Ar re o doa tec’het a redaz evit mont e savete en enezen Sant-Aignan ; ar Zaozon, laouen, a zigoraz dorojou ho c’hastell evit skei var an dec’herien.

Jeann ne gollaz ket he fenn, heuil a reaz he soudardet evit ho difenn ; mes pa ho guelaz e savete en enezen, e tistroaz a grenn varzu ar Zaozon, hag ez eaz a benn d’ezho. Ar re-ma a dec’haz d’ho zro, daoust pegen nebeud a dud a iea da heul ar verc’hez iaouank : Lahir hag eun nebeut marc’heien ebken. Ar c’habitened o doa tec’het en enezen, savet mez gantho o velet kalon ar plac’h-se, a reaz d’ho zoudardet dont en dro ; ar re-ma, aonik da genta, a oue kennerzet pa veljont banniel Jeann er penn araok, hag a redaz d’an emgann. Eur Zaoz braz-dreist, eur Goliath, a stanke dor ar c’hastell ouz ar Fransizien ; marc’hek Jeann hen diskouezaz d’ar mestr kanolier, Ian Lorren, ha kerkent hema gant eun tenn kanol, a astenn he zen maro mik var an douar.

Ar vrezellerien a zaillaz neuze oll var ar c’hastell, ar Zaozon a enebaz gant kounnar, mes netra ne c’helle herzel ouz Jeann hag he soudardet : ar Zaozon ne c’heljont ket tec’het a oue lazet ; ar c’hastell a oue lakeat an tan enn-han. Evelato, da zonjal ober an taol dispar-ze, Jeann hag he zud a ioa bet red d’ezho kaout amzer ; pa oue achu, kleier kear a c’halve an dud d’ar gousperou, (en amzer-ze, keariz a iea d’ar gousperou var ar pembez zoken). Ar pardaez a dostea, re zivezad oa evit kemeret dre nerz ar c’hastell braz all a ioa e kichen, kastell an Touriou.

Jeann a ioa bet gouliet he zroad epad an emgann, mes