Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/78

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
jeann d’arc.

d’ar vrezellerien dont varzu Orleans ; an offiserien o doa c’hoant da zistrei gantho da Chinon. Ar zellerien, divar an touriou huela, o doa he guelet a bell ; ha Jeann, gant pemp kant den ebken, a ieaz d’he diambroug en tu all d’ar c’hestell Saoz. N’e oue klasket ober drouk ebet na d’ezhi, na d’an arme a deue var he lerc’h pa zistroaz e kear ; ar Zaozon a ioa evel seizet. Jeann a ioa en dro d’ezhi beleien o kana hymnou ha pedennou an iliz, he faniel savel huel a zisklerie e pe leac’h edo, mes an enebourien ne finvjont ket. Karradou bevans a deue gant an arme, mes ar Zaozon ne rejont van evit ho guelet : skoet oant gant Doue.

Pa oue an oll e kear, Dunois a deuaz da gaout Jeann : « Eur c’helou fall a zo, emezhan, Falstoff, kabiten Saoz, a deu gant eun arme da zikour hon enebourien, e ma demdost da Orleans. — Komt, eme Jeann en eur vousc’hoarzin, pa deui Falstoft ama, c’houi hel lavaro d’in ; ma teu aze eb ma c’houfen, e rin trouc’ha ho penn d’eoc’h. » Var gement-se, ar verc’hez iaouank a ieaz d’ar gear : skuiz oa.

Hogen ar vistri braz a ioa en em glevet etrezho evit skei var ar Zaozon en devez-se, araok ma vije deut Falstoff da sikour ar re-ma. N’o devoa lavaret netra da Jeann, kaout a rea d’ezho ar verc’h-se ne c’houie netra divar benn renka eun arme, ha ren eur stourmad. Fall e sonjent, rak an desketa tud a vrezel o deuz studiet histor Jeann d’Arc o deuz oll anzavet ne c’heller ket ren eur brezel guelloc’h eget m’e deuz great, guiziekoc’h e oa var an traou-ze eget den all ebet en amzer-ze. Ha piou a gavo souezuz kement-se, pa zonjo e oa renet Jeann gant elez Doue, gant sant Mikeal dreist oll ; Sant Mikeal, rener braz an emgannou !