Dunois, gant he vall da gaout sikour eneb ar Zaozon, a ieaz he-unan da glask arme ar roue varzu Blois. Tremen a reaz eta etre ar c’hestell saoz, mes Jeann a ioa var evez : soun var he marc’h brezel e dianveaz mogeriou kear, soudardet en dro d’ezhi, ne c’houlenne nemet mont d’an enebourien m’o defe taget Dunois. Gant aon razhi, ne oue ket klasket ober an disterra drouk da gabiten ar zoudardet.
Pa oue eat Dunois a guz, ar verc’hez iaouank a zistroaz e kear, ha pa ’z eo guir Orleaniz ne ehanent da zont d’he guelet e ti he hostizez, hi a ieaz dre gear, d’en em ziskouez d’an oll. Eun dudi oa he guelet o vont hag o tont dre ar ruiou, kalonou an oll a dride gant al levenez hag ar fizians, rak hi ne baoueze da lavaret : « Doue en deuz va digaset da zavetei kristenien vad Orleans. » Hag epad ma roe kalon d’an oll o vont dre gear, e selle piz ouz ar mogeriou, e vele ar c’hestell Saoz gant ar zoudardet ho difenne hag e klaske an tu da zont a benn anezho.
Gant an dra-ze ne ankounac’hea ket Doue, goulenn a rea he zikour ; he fedennou a ioa birvidik, skuill a rea daelou en ilizou, hag an dud a lenve ganthi. D’ar meurz 3 a viz mae, Jeann, evit tenna muioc’h c’hoaz bennoz an Aotrou Doue var he armou, a heuliaz ar brosesion vraz a veze great e kear evit henori gouel ar Groaz Kavet ; mistri kear koulz ha mistri ar zoudardet a ieaz d’ar brosesion-se.
Eun den a iliz euz ar re vrudeta a c’houlennaz da c’houde digant ar verc’hez iaouank : « Ha kredi a rit-hu e vezo digelc’het Orleans ? — En han’ Doue, ia, her c’hredi a ran, eme Jeann. — Goulskoude, ho c’hestell a zo krenv, ha diez braz e vezo ho banna er meaz. — « N’euz netra dreist galloud Doue, emezhi. »
Antronoz, arme ar roue en em gavaz abred e kichen kear ; Dunois en doa gellet, var bouez poania stard, ober