Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
emgann var dro orleans.




TRIZEKVED KENTEL


Ar Fransizien a ia d’an emgann eb gouzout dare da Jeann. Koll a reont, mes Jeann a deu hag a ra d’ezho gounit. Kastell Saoz Saint-Loup devet. Ar Iaou-Bask da Zoue. Trede Lizer d’ar Zaozon.


D’ar 4 a viz mae 1429, pemzek kant den, eb gouzout dare da Jeann d’Arc, a ieaz var dro kreisdeiz er meaz euz a Orleans da ziskar kastell Saoz Sant-Loup. Er c’hastell-ze ne oa nemet tri c’hant brezeller Saoz, mes oll oant tud dispount ha kalonek. Difennet gant ho mogeriou, an tri c’hant a reaz kalz a zrouk d’ar Fransizien ; eleiz euz ar re-ma a oue glazet, meur a hini lazet. A nebeudou Orleaniz a oue red d’ezho mont var ho c’hiz.

Jeann, dre he skuisder, a ioa eat d’ober eur c’housk e kreiz an deiz. Krenv oa goulskoude, pa ’z eo guir eo choumet eur vech c’houec’h devez eb en em ziviska ; evel-