Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
60
jeann d’arc.

bevans. Jeann a lavare : « Deomp var eün, ar gounit a vezo d’eomp. »

Mes mistri braz ar zoudardet a lavare gant ho difizians : « Re nebeut a dud oump, guell eo mont betek kear en eur joum en tu-ma d’ar ster, kas dre guz ar bevans da Orleaniz en eur vag benag, rak n’e ma ket en hor galloud kemeret kestell ar Zaozon dre nerz. » Ha setu perak an arme ne dreuzaz ket al Loire.

En nosvez genta euz ar veach, an dud a gouskaz dindan an teltou, Jeann evel ar re all. O veza ma n’e doa guele ebet, e c’hourvezaz evel an oll var eun dournad kolo ; mes ar guiskamant dir a zouge a ioa goall galet evit ar plac’h iaouank, ha pa zihunaz dioc’h ar mintin, he izili a ioa blounset. Ne glemmaz ket ; ober a rea bolontez an aotrou Doue. Klemm a reaz evelato p’en em gavaz a vel da Orleans : kredi a rea e tlie en em gaout e kichen ar mogeriou, ha setu m’e doa ar ster da dreuzi eb ma vije pount ebet. Rannet e oue he c’halon pa velaz oa bet desevet gant an dud a dlie he sikour, hag e reaz d’an arme choum a za, eun nebeut hueloc’h eget kear.

Dunois, hanvet Bastard Orleans, lakeat gant ar roue da vestr var oll zoudardet kear, a ioa en em zilet er meaz gant eun nebeut soudardet kalonek, en despet d’ar Zaozon a daole evez mad var dorojou kear. Kerkent ha ma velaz Jeann, ez eaz d’he saludi : « Ha c’houi eo, emezhi, gouarner ar zoudardet ? — Ia, emezhan, me eo, ha laouen oun oc’h ho kuelet. — Daoust a c’houi eo oc’h euz great d’in dont en tu-ma d’al Loire, e leac’h beza en tu all ? — Me, ha re all, itroun ; rak kaout a ra d’eomp n’euz ket a aon da gaout rak ar Zaozon ama. — En han’ Doue, aliou va Aotrou a zo guelloc’h eget aliou ho tud-c’houi. Kaout a ra d’eoc’h,