Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
59
jeann kousket var ar c’holo.




ioa ker krenv, ken nebeut a zoudardet a ioa var dro Jeann, ma oa red anzao : « E guirionez, eur burzud braz a rai, mar teu a benn da derri ar c’helc’h a voug kear. » Mes fiziout a c’helle var Orleaniz, bourc’hizien ha soudardet, evit he sikour : kasouni ar maro o doa euz ar Zaozon, karantez birvidik evit ar Frans, ho bro.

Guerc’hez iaouank Domremy a ioa dinec’h kaer : he Moueziou o doa diskleriet d’ezhi e devije ar gounit, ha fizians e doa en he Moueziou. Dispount e choume o sonjal e kestell ar Zaozon hag en ho galloud ; dispount, rak Doue a ioa a du ganthi.

M’e devoa Jeann he Sentezed d’he c’hentelia, ma ouent atao mad d’he sikour, mistri braz an arme, ar re a dlie rei an dourn da Jeann evit kas he labour da benn, a enebaz outhi aliez aoualc’h, kalz re aliez, siouaz ! Hen diskouez a rejont abred, araok m’en em gavjot dirak Orleans. Jeann, var lavar he Moueziou, a c’houlenne treuzi ar ster hueloc’h eget kear, ha neuze mont var eün da Orleans, diskar arme ar Saozon ha mont e kear gant ar