Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
orleans kelc’het.

e rit gaou ouzin, hag ouzoch oc’h-unan goulskoude eo e rit brasa gaou, rak me zigas d’eoc’h guelloc’h sikour eget n’o deuz bet morse kear na kabiten ebet : sikour roue an env. Ar zikour-ze n’eo ket euz va ferz-me eo e teu, mes a berz Doue ; rak an Oll-C’halloudek, var beden Sant Lois ha Charlemagn, en deuz truez ouz Orleans, hag a fell d’ezhan savetei kear. »

Dunois, brudet braz evel mestr brezeller, a joumaz sebezet o velet hag ho klevet Jeann : koms a rea, en despet d’he iaouankiz, evel eun den boaz da ren, anat oa edo sikour Doue ganthi. Doue ne zaleaz ket da ziskouez sklear kement-se.

Epad ma tivize Jeann ha Dunois, hema a ioa nec’het maro. Dastumet en doa dindan mogeriou kear bagou aoualc’h da zougen ar bevans euz a gichen arme ar Fransizien betek an tu all, betek Orleans ; mes eun avel grenv a c’houeze, hag a vire outho d’ober hent : kountrol oa. Daoust hag ar Zaozon, a vele divar ho zouriou huel kement a ioa tu ha tu d’ar ster, n’edont ket o vont da zailla var an Fransizien evit ho diskar ha kemeret da nebeuta kirri ar bevans ? Dunois en doa aon. Mes Jeann a lavaraz d’ezhan : « An avel a droio, hag an traou a ielo mad.» Prestik goude, an avel a droaz krenn, ker krenn ma oue souezet an oll.

Ar bagou a deuaz eta eaz kenan betek an arme, ar bevans a oue dioc’htu karget ennho, ha kaset buan en dro varzu kear. Epad ma tiskenne ar bagou gant ar ster, Orleaniz o doa renket soudardet e kichen ar mogeriou, guelet o doa divar an touriou huel ar bevans o tostât, hag a du edont da zailla var ar Zaozon m’o defe klasket dont d’ar bagou. Mess Jeann e doa lavaret : « Ar Zaozon ne virint ket ouz ar bevans da vont e