Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
jeann dirak doktored poitiers.




Ar goulennou great d’ar plac’h iaouank a oue renevezet epad meur a zevez. Hi a zonje epad an amzer-ze : « N’eo ket ama e tlefen beza o koll va amzer, gant soudardet eo o skei gant ar Zaozon ; mes bolontez Doue bezet great ! Ah ! emezhi eun devez, en eur skei var skoaz eur marc’hek a ioa deut gant an doktored, goulenn a ran kalz tud a galon evel hema. » Eun devez all e lavare d’an dud a lezen-ze, souezet o velet pegen eün oa he responchou : « Hirroc’h a gaver e levriou Hor Zalver eget en ho re-c’houi ; an aotrou Doue en deuz eul levr, hag an dud desket, n’euz fors peger guiziek int, ne c’hellont ket lenn ennhan. »

Abenn teir zizun e oue evelato klozet an diviz. An dud a ioa bet kaset da c’houlenn petra oa bet amzer genta Jeann d’Arc e Domremv, a ioa deut en distro en eur ziskleria n’o doa klevet lavaret nemet vad anezhi, an itrounezed a renk huel o doa sellet piz ouz Jeann ha studiet ar vuez a rene, a rente testeni e oa eur plac’h fur hag eün.