Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
46
jeann d’arc.

divar benn he buez hag he Moueziou, ar roue iaouank en doa kaset daou zen da Zomremy d’ober eun enklask divar he fenn, ha karget merc’het fur da daoler evez var oll oberou ha komzou ar plac’h iaouank keit ha ma vije e Poitiers. An doktored, eur pemzek benag a ioa anezho, a reaz d’ar verc’h iaouank dont meur a vech dirazho, an diviz etrezho a badaz en devez kenta tost da ziou heur. Red e oue da Jeann diskleria piz he bugaleach, lavaret ar c’henteliou e doa resevet digant he zud da genta, digant he Moueziou da c’houde ; perak e oa deut da gaout ar roue da Chinon.

Ar verc’h iaouank ne oue nemeur lenteat gant an doktored-se, renet gant Aotrou Arc’heskop Reims ; respount a reaz dinec’h-kaer. « Jeann, eme eun devez eun doktor, goulenn a rit soudardet, ha lavaret a rit e fell da Zoue e tistrofe ar Zaozon d’ar gear. Mes mar fell da Zoue ez afent d’ar gear, n’eo ket red sevel tud a vrezel evit ho c’has kuit, Doue a zo guest aoualc’h da zont he-unan a benn anezho — En han’ Doue, eme Jeann, ar zoudardet a skoio, ha Doue a roio ar gounid. »

Eur spered diez a zen a zavaz neuze he vouez, hag a c’houlennaz : « E pe seurt iez (langach) e komz ho sentezed ? — E guelloc’h iez egedoc’h-hu, eme Jeann (An doktor-ze a gomze trefoed). Ha kredi a rit e Doue ? emezhan, seac’h he c’her. — Guelloc’h evidoc’h-hu, eme ar plac’h iaouank, ken dichek hag hen. — Ma ! eme an doktor, Doue a zifenn ho kredi var ho ker ebken, red eo ma rofac’h eur merk benag e teuit a berz Doue. — En han’ Doue, emezhi, me n’oun ket deut da Boitiers da ober burzudou, mes va c’hasit dirak Orleans hag e tiskouezin evit perak oun digaset d’ar roue. Roit d’in tud, n’euz fors pegen nebeut, hag ez in da Orleans. »