Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/58

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
jeann d’arc.

An dud a vrezel a ioa souezet o velet pegen desket oa peger mad e komze pa veze hano euz an emgannou ; an dud a iliz a veule he feiz krenv, he c’harantez birvidik e kenver Doue. Setu ma tiskleriaz arc’heskop Reims d’ar roue, en hano an oll guzulerien : « Meur a dra vurzuduz a lavarer divar benn Jeann d’Arc hag a zo bet kavet guirion ; mes pa ’z eo guir ar plac’h iaouank he-unan a lavar eo dirak Orleans e tiskouezo eo digaset gant Doue, e tleer ober d’ezhi mont betek ar gear-ze. Ar roue a dle eta rei d’ezhi soudardet ha galloud da vont di ; anez, e tizentfe ouz ar Spered Santel, ha ne dlefe ket kaout sikour digant an aotrou Doue. » An Aotrou ’n Arc’heskop a lavare ouspenn, hag he guzulerien ganthan : « Jeann, guir eo, e deuz guisket dillad goaz, mes deread eo kement-se ; rak pa ’z eo guir eo gant goazed eo e rai brezel, eo guelloc’h e vefe guisket, hi ive, e goaz. »

Ma oa choumet pell an eskibien, an doktored da studia lavarou Jeann araok rei ho ger divar he fenn, eur c’halz tud ne ouent ket ker nec’het-se, kredi a rejont dioc’htu e teue Jeann a berz an env. Pa glevaz hano euz ar plac’h iaouank, an duk a Alanson, kar tost d’ar roue, a ziredaz d’he guelet. Ha Jeann a lavaraz laouen : « Seul vui e vezo a dud euz a ouenn rouaned Frans, seul vell a ze. » Ha pa velaz an duk ar plac’h iaouank o kerzet var varc’h, e plijaz d’ezhan kement, ma roaz d’ezhi unan euz ar guella kezek en devoa.

An dud dister a rea evel an duk a Alanson ; trei a reant gant Jeann, ne joument ket pell var-var : diskouez a reant d’ezhi doujans ha karantez. Lod o doa c’hoant zoken da ober re : « Bennigit, emezho, hor c’hroaziou, hor metalennou, presiusoc’h e vezint da c’houde evidomp. » Mes Jeann, izel a galon, ho c’hase buan divar he zro : « Oh !