Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
e chinon.

ioa a vir en oll lavarou-ze. Hag e c’houlennent digant ar roue hag he guzulerien : « Petra eo ar plac’h iaouank-se deut euz a Vaucouleurs, hag a vez great Jeann d’Arc anezhi ? — Ar roue a respountaz : Her gouzout a raimp dizale, digemer a roimp d’ezhi en hon lez dirak hon oll offiserien ha dijentilet ».

Dorojou lez ar roue a oue eta digoret evithi d’an 9 a viz meurz 1429, dioc’h ar pardaez-noz. Epad m’edo o vont etrezek al lez, eur zoudard, deut da zellet ouz Jeann o tremen, a lavare : « Ah ! hounnez eo Jeann d’Arc, an hini a zo leshanvet ar verc’hez iaouank ! N’eo ket eur seurt tra anezhi ! » Hag e vlaspheme Doue — « Paour keaz den, a respountaz d’ezhan Jeann, blasphemi a rez, te ken tost d’ar maro goulskoude ! » Eun heur divezatoc’h, ar zoudard-se a gouezaz el Loire, hag a oue beuzet dioc’htu.

Kampr vraz lez ar roue e Chinon a velaz, er pardaez-se, an oll marc’heien a renk huel a ioa e kear ha tro var dro, rak ar roue en doa kemennet d’an oll dud euz an noblans dont en ho brava, ha senti o doa great. Tri c’hant oant eno, tri c’hant dijentil guisket gantho ho dillad pinvidika ; an arc’hant, ar perlez, ar vein presiuz a lintre, a lugerne, a steredenne var ar guiskamanchou seiz alaouret, sklerijennet en eun doare dudiuz. Hag er gampr kaer-ze, kant troatad benag a hirder dezhi var hanter-kant a ledander, daoulagad an dud a joume souezet : tud ker paour guisket ker kaer ! E guirionez, ar roue n’en doa mui pevar skoed en he denzor, meur a hini euz an noblans a ioa tost da vad ker rivinet hag hen ; mes ho dillad brao, ho guiskamanchou eured a joume gantho, ho dougen a reant ; doare o doa oll da veza eüruz.

Mignouned Charles a lavare etrezho : « Ar baotrez-se, savet var ar meaz, a vezo dallet pa lakai he zreid er