Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
jeann d’arc.

gampr vraz, ni a rai eun abaden c’hoarzin divar he c’houst. » Hag ar roue, deut da zonj d’ezhan e doa lavaret Jeann : « Hoc’h anaout a rin, ha pa vefac’h kuzet etouez oll dud ho lez, » ar roue, guisket gant ar re zisterra, a ioa en em guzet etouez he vignouned.

Mes ar verc’h dizesk ne oue tam lenteat dirak kement all a dud a ioa oll ho daoulagad o para varnhi ; renet gant eun eal ha n’en em ziskoueze nemet dezhi, ez eaz var eün betek ar roue, ober a reaz d’ezhan ker brao reverans ha pa vije bet savet en eur maner kaer, hag e lavaraz gant he mouez dous : « Doue da rei d’eoc’h buez hir, va roue iaouank. » Souezet, Charles a glaskaz evelato deseo Jeann : « Setu aze ar roue, » emezhan en eur ziskouez eun duk guisket kaer dreist ar re all. — « En han’ Doue, eme ar plac’h iaouank, c’houi eo ar roue, ha n’eo ket eun all eo. »

Neuze ar roue ne glaskaz mui nac’h, goulenn a reaz diganthi pe hano e doa : « Roue iaouank, emezhi, Jeann eo va hano ; kemenn a ra d’eoc’h roue an env dreizhon e viot sakret ha kurunet e kear Reims, hag e viot letanant roue an envou a zo guir roue Frans. » Lavaret a reaz ouspenn d’ar roue e oa deut d’he zikour, e tlie savetei Orleans, ha goude ma vije bet kurunet ar roue, taoler an oll Zaozon er meaz euz ar Frans. « Roue iaouank, emezhi en eur achui, roit galloud d’in, hag ar vro a vezo diveac’hiet. »

Komzou Jeann a ieaz doun e kalon Charles. O veza ma lavare ar verc’h iaouank e doa traou da ziskleria d’ezhan e kuzul, e ieaz ganthi er penn huela euz ar gampr ; eno, epad eun heur benag, Jeann a gomzaz d’ezhan euz a draou braz hag a ioa choumet atao etre Doue hag ar roue ebken.

Pa oue achu an diviz etrezho, ar verc’h iaouank a ieaz