Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
jeann a anavez a roue iaouank.




EISVED KENTEL


Jeann a ziskouez e Chinon e teu a berz Doue. Kaset eo ac’hano da Boitiers dirak an doktored.


Araok rei digemer d’ar verc’hez iaouank, ar roue a gasaz betek ennhi daou pe dri zijentil euz he lez, ha da c’houde, daou pe dri euz an dud iliz a ioa var he dro. Distrei a rejont en eur ziskleria da Charles : « Ar verc’h-se a zo eur plac’h vad, he c’homzou a zo fur, he buez kristen : direbech eo e pep doare. Goulenn a ra dont betek ennoc’h, rak traou kuzet e deuz, emezhi, da ziskuill d’eoc’h. »

Ar roue a argile c’hoaz pa deuaz betek ennhan daou zijentil a berz gouarner Orleans. P’o doa klevet Orleaniz e oa savet er penn pella euz ar rouantelez eur verc’h hag a zisklerie e teue a berz Doue evit savetei ar Frans, p’o devoue klevet e oa eat betek Chinon, e kasjont buan daou varc’hek a galon da c’houlenn digant ar roue Charles petra