rei d’ezhi eur guenneg benag en han Doue. Ker mad oa Jeann, emezho, ma na vije ket bet guelloc’h ha pa vefe bet eur zantez. »
Ma n’en doa ket ar roue iaouank Charles digemeret dioc’htu Jeann en he lez, en doa evelato roet guir d’ezhi da joum e kear ; an daou zijentil a ioa ganthi a ieaz buan betek ar re huela euz an noblans da c’houlenn ma c’helfe hi mont betek ar roue. Kuzulerien Charles a oue nec’het. Bez’e oant pevar d’ar mare-ze : de la Tremouill, Regnault de Chartr, Robert Masson ha Raoul de Gaucourt, gouarner Orleans. Pa c’houlennaz ar roue ali ar pevar-ze divar benn Jeann d’Arc, hi a aliaz Charles da zifiziout anezhi betek guelet. Lavaret a reant : « Ne dle ket ar roue kredi dioc’htu lavarou eur vaouez hag a vez diskleriet kement a draou souezuz divar he fenn. Ma roit digemer d’ezhi, emezho, eb ma teufe a berz Doue, e vezo taolet disprijans varnomp-ni ha var ar roue ive. »