Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
jeann e vaucouleurs.

Eur guiskamant dir tempset mad a zave eta kalz eun den en amzer-ze, ha setu perak tud Vaucouleurs a reaz ober da Jeann unan euz an dibab. Fizians o doa er plac’h iaouank : ar re vraz a joum peurliesa pell amzer da boueza an traou, an dud dister a gred buan : hi a grede e oa Jeann digaset gant Doue.

Ha penaoz n’o defe ket kredet ? Jeann a ioa ken izel a galoun, ken devot ! Mont a rea aliez da govez ha da gommunia, mes ma pede kalonek en iliz, ne joume ket dibreder en ti ; eno, koulz hag er gear, al labour a iea en dro ganthi. Kenteliet eb ehan gant he Moueziou, ar verc’hez iaouank a ’z ea aliesa ma c’helle da gaout Baudricourt. Eun devez, d’an 12 a viz c’houevreur 1429, e lavaraz d’ezhan : « En han’ Doue, re a zale a lakit d’am hencha varzu ar roue iaouank. Hirio he zoudardet a zo bet kannet e kichen Orleans, ha brasoc’h drouk c’hoaz a c’helfe en em gaout ganthan, ma n’am c’hasit dizale varzu ennhan. »

Ar c’habiten, nec’het eun nebeut amzer a ioa o velet e oa troet hiniennou euz he dud gant Jeann, a oue nec’hetoc’h eget biskoaz o klevet ar c’helou-ze. Goulenn a reaz digant an Aotrou Person lavaret pedennou an Iliz var ar verc’hez iaouank da velet ha ne vije ket dindan galloud an diaoul. Hi a vousc’hoarzaz pa reaz an Aotrou Person, he stol ganthan, ar pedennou-ze varnhi ; da c’houde e lavaraz var he fouezik d’ar beleg : « Ne dliac’h ket, Aotrou Person, ober eur seurt tra d’in evelato, pa ’z eo guir oun bet meur a vech o koves ganeoch. Gouzout a rit aoualc’h eo mad va fenn, a drugare Doue. »

Prest goude, ar roue a skrivaz d’he oll gabitened, da c’houlenn sikour digantho. Ar roue, var a greder, a zisklerie el lizer-ze o doa kollet soudardet Frans gant ar Zaozon e kichen Orleans, en devez m’e doa diskleriet Jeann.