Neuze Robert de Baudricourt ne argilaz mui. Rei a reaz he-unan eur c’hleze d’ar verc’hez iaouank, kemenn a reaz da zaou zijentil gant bep a zervicher ha daou zoudard all, mont ganthi evit he difenn. Hi e doa guisket an dillad a ioa bet prenet d’ezhi gant tud vad kear, pignat a reaz var eur marc’h roet dezhi gant he eontr Durand, ha paet ganthan var dro dek lur ha seiz-ugent ; pa zaludaz divar he loen ar c’habiten de Baudricourt, hema a lavaraz : « Kea ’ta, kea ; ha brema ra vezo great bolontez Doue ! »
Tud Vaucouleurs, deut oll da velet ar plac’h iouank o tiblas, a c’houlenne bennoz an Aotrou Doue var he beach ; lavaret a reant : « Ra blijo gant an Aotrou savetei hor bro diskaret ha kaset da netra, debret gant ar Zaozon. »
D’an 23 a viz c’houevreur 1429, dioc’h ar pardaez, eo e lavaraz Jeann kenavezo da Vaucouleurs ; sonjal a rea, dre ma ’zea, e komzou diveza Baudricourt : « Kea, da volontez Doue ! »