eur porpant houarn ; var he zivreac’h, he ziouskoaz, he zivesker, houarn c’hoaz, houarn atao. He vreac’h kleiz a zouge peurliesa eur skoued houarn evit difenn guelloc’h c’hoaz ar beultrin, ar vreac’h deo a zouge ar goaf pe lans da skei var an enebourien, an daouarn zoken a veze klozet e manegou houarn.
Ma ne vije bet goask ebet etre oll dammou ar stern, ar brezeller a vije choumet eb an disterra aon ; dastumet en he viskamant evel eur velfeden en he c’hrogen, ne vefe bet morse tizet na gant al lans, na gant ar birou. Mes neuze ive n’en defe ket gellet skei, hag eun den ha ne sko ket, n’eo ket eur brezeller. Goaskou bian a ioa eta ama hag ahont er guiskamant ; hag ar brezeller, he zillad dir pounner en dro d’ezhan, eul lans hir en he zourn, eur c’hleze lemm oc’h he gostez, a glaske sanka beg he lans e goaskou harnez eun enebour, epad ma lakea evez gant aon ne vefe tizet he-unan.
Ma oa dishenvel guiskamant ar zoudardet en amzer-ze dioc’h ar re a zo hirio, an doare da ober brezel a ioa ken dishenvel all. Evel m’eo bet lavaret en eil kentel, ne oa ket goall bell c’hoaz abaoue ma oa anavezet ar poultr, nebeut a ganoliou a velet var an tachennou emgann, nebeut a dud a veze lazet, evit c’hoaz gant ar bouliji kanol ; ne oa hano ebet euz ar fuzuillou. Tud an arme, d’ar mare-ze, a veze rannet e daou rum : ar voaregerien (archers) hag ar goaferien (armés de lances). Ar voaregerien en em ganne a bell ; stigna reant ho benvek brezel, hag ho birou a iea en eur zutal etouez an enebourien, ne lazent ket, peurliesa, nemeur a dud. P’o deveze taolet eun nebeut birou, ar varc’heien hag ar goaferien all, a iea d’ho zro d’ar stokad. E kichen pep marc’hek e veze eun dornad tud e tro d’he zikour ha d’he zifenn.