Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
jeann e vaucouleurs.

beza oll Saozon ? » Jeann a respountaz, tenval he fenn : « Deut oun d’ar c’hastel-ma evit goulenn tud da vont ganen da gaout ar roue iaouank, mes ar c’habiten, siouaz ! ne ra van ouz va c’hlevet. Ha goulskoude, red eo ma ’z afen en hent araok hanter ar c’horaiz, ha mont a rin. N’euz den var an douar, na roue, na duk, na merc’h roue ebet hag a c’helfe savetei ar vro ; n’euz nemedon. Ha goulskoude, guell e vefe ganen choum da neza e kichen va mam eget mont dre ar vro. N’eo ket en em ganna eo a garan, mes pa ’z eo guir e fell d’an Aotrou, eo red d’in senti. — Ha piou eo hoc’h Aotrou ? eme an dijentil. — Doue, emezhi. — Ha peveur eo guella ganeoc’h diblas ? — Hirio, kentoc’h eget varc’hoaz, eme ar verc’hez iaouank, ha varc’hoaz kentoc’h eget divezatoc’h. — Gant an dillad oc’h euz ? eme hen. — Va Moueziou a lavar d’in e rankin kemeret dillad goaz, hen ober a rin a galon vad. »

An dijentil-ze, o kredi e oa e guirionez kenteliet Jeann gant kannadet Doue, a roaz d’ezhi dillad unan euz he zervicherien ; mes tud Vaucouleurs, pa glevjont kement-se, a roaz d’ezhi eur guiskamant brezel euz ar re vella. Entent a reant ervad e tlie ar verc’hez iaouank, da zonjal beva etouez soudardet, hag en em viret glan, dougen he-unan dillad goaz.

Eun dijentil all, goude beza poezet mad komzou ar verc’hez iaouank, a zavaz ganthi, hag a boaniaz da zifenn he lavarou dirak an dud a vrezel a ioa en dro da Robert de Baudricourt. Fizians en doa ennhi.

Ar vrezellerien, en amzer-ze, a zouge eur guiskamant houarn pe zir hanvet stern pe harnez : seul pinvidikoc’h e veze an den, seul velloc’h e veze he harnez. Var benn an den a vrezel e veze eun tok houarn ; var he beultrin,