Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
jeann o tiblas euz vaucouleurs.




C’HOUEC’HVED KENTEL


Jeann e Vaucouleurs adarre. Hiniennou a gred. He Moueziou a gendalc’h : « Mont a dleez » Ar Zaozon treac’h er Franz. Jeann, guisket e goaz, a ia en hent gant asant Baudricourt.


En dro-ma, ar c’habiten a joumaz ken diskred hag er vech kenta, setu ma ’z eaz Durand d’ar gear ; Jeann evelato a joumaz e Vaucouleurs, e ti greg eur c’halvez, kristenez vad evel he fried. Ar plac’h iaouank a zikouraz eno, hervez he galloud, an dud a galon o doa roet dor zigor d’ezhi : mont a rea, eur vech er mare, da gaout Baudricourt, diskleria rea d’ezhan ha d’he offiserien ar vall e doa da vont er Frans. Komzou Jeann a ioa ker bividik, ma teuaz hiniennou euz a dud ar c’habiten da drei ganthi a nebeudou.

« Perak, eme d’ezhi eun devez eun dijentil kalonek, emaoc’h-hu ama c’hoaz ? Daoust ha red e vezo d’eomp