Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
he moueziou a gendalc’h.

He Moueziou a lavare d’ezhi : « Er veich-ma ne deui ket en dro. » Oh ! gant pebez rann-galon e sellaz ouz Domremy ; na peger santel e kavaz an iliz el leac’h m’e doa pedet ker kalonek, el leac’h m’e doa resevet gras kaer ar vadiziant ha great he fask kenta ; pegen truezuz e sellaz ouz ti he zud, an ti benniget-se m’oa bet ganet ha savet ennhan, an ti-ze ker koant gant eul liorz leun a vokedou tro var dro d’ezhan. Ha pa bare he daoulagad varnhan, e sonje pegen eaz e oa labourat dindan lagad eun tad, eur vam garet, peger c’houek e oa ar vuez, pegen dudiuz ar c’haozeadennou pa vezet bodet en dro d’an daol pe en dro d’an tan. Hag e sonje : « O tad karet, mam dener, breudeur karantezuz, ho kuitât a rankan ; siouaz ! red eo d’in kreski c’hoaz ho poan o vont kuit evel eur verc’h fallakr, eur verc’h digalon, eb lavaret kenavezo da vad, eb goulenn bennoz va zud : va Moueziou her gourc’hemen. Oh ! na peger goasket eo va c’halon hirio ! Mes galvet oun gant Doue, Hen eo ar mestr, deomp ! »

Pokat a reaz d’he zud gant teneredigez, en eur voustra evelato var he c’halon, gant aon ne vije dirollet da vouela forz. Da c’houde, e krogaz en he fakadik dillad, hag ez eaz er meaz euz an ti gant Durand, eb lavaret da beleac’h e zea.

Pa dremenaz dirak ti Venjett, e reaz eul lam ebarz ; an diou verc’h en em vriataz gant karantez, ha Jeann a rankaz ober eur frapp krenn da c’hellout mont kuit : « Kenavezo, emezhi da Venjett, bez da Zoue atao. » Ne gredaz ket mont betek ti Hauviet, he c’halon a venne mont bian. Bale a reaz da heul he eontr Laxart betek he gear dezhan, ac’hano ez ejont ho daou da Vaucouleurs.