Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
jeann ez-vianik.

ebatou dindan ar vezen-ze. Ar re goz a lavare e oa bet guelet guechall korrikezed o tansal e skeud ar vezen fao ; mes bugale Domremy n’ho c’hredent ket, ken nebeut ha ma kred bugale hor bro ar marvaillou kraz a vez kountet d’ezho divar benn ar c’hannerezed noz, atao var c’hed euz eur c’hristen benag evit ho zikour da voaska an dillad. N’euz fors ! daoust ma ne grede ket ar sorc’hennou-ze, Jeann a oue rebechet d’ezhi divezatoc’h guezen ar C’horrikezed gant barnerien fallakr ha disleal.

Meur a vech, epad ma c’hoarie ar vugale all dindan ar vezen fao, Jeann a dec’haz eur pennadik ac’hano hag a ieaz da bedi var atrejou eur chapel d’ar Verc’hez, chapel kouezet en he foull. An dra-ze a ziskouez aoualc’h ne ankounac’hea ket an Aotrou Doue en he c’hoariou zoken, ha setu perak Aotrou persoun Domremy a c’helle lavaret anezhi « e oa eur plac’h dispar, honesta ha guella kristenez en doa en e barrez, guelloc’h kristenez eget hini euz ar merc’hed en doa anavezet betek neuze. »

Jeann e doa karantez evit he zud, he amezeien : karet a rea ouspenn ar Frans, he bro. Daoust ma oa tano he deskadurez, e c’houie ervad peger kounnaret oa ar brezel etre an diou gostezen a zismantre ar Frans er mare-ze ; Bourgignoned ha Saozon, dioc’h eun tu ; Armagnagiz, da lavaret eo guir Fransizien, dioc’h eun tu all. Aliez, hed ar veilladek, ne veze ken kaoz nemet euz ar brezel-ze, Jeann a iea neuze da gouskat en eur ober eur beden evit ma teufe Doue da gaout truez ouz hor bro, ha da rei an treac’h d’ar guir roue.

Ar verc’hez iaouank e deveze avechou eur skeuden zister euz a grisder ar brezel. Paotred vian Domremy, oll a du gant ar guir Fransizien en em ganne avechou oc’h paotred ar barrez tosta, a du gant ar Bourgignoned. Hag o velet