Mont d’an endalc’had

Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
jeann d’arc.

bugale Domremy o tont leun-c’hoad d’ar gear, e sonje peger mantruz e tlie beza emgannou ar re a rea brezel da vad.

An enebourien, da lavaret eo, ar Bourgignoned, a oue guelet eur vech o tostat ouz Domremy. Ar barresioniz, gant aon ne vijent goall gaset gantho, a zastumaz buan ho chatal, hag a redaz d’eur gear grenv hanvet Castelnevez (Neufchâteau), eno e choumjont eur pennad. Jeann a oue er C’hastelnevez ar plac’h fur m’oa e Domremy ; e ti eun hostizez e doa kavet repu, sikour a reaz anezhi hervez he galloud. Goude ma oue eat kuit an enebourien, Jeann hag he c’henvroiz a zistroaz da Zomremy.