Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
jeann d’arc.

labour benag ez-vianik, Jeann a c’hellaz respount en eur zevel huel he fenn : « Evit an neza hag ar griat, n’em euz aon rak hini euz a verc’hed Rouen. »

Kaer e doa Jeann beza karantezuz evit an oll, kaer e doa ren eur vuez pur, eur vuez santel, hiniennou a gavaz abek ennhi, rebech a rejont d’ezhi he devosion pa’z eo guir ne gavent netra da lavaret anezhi a hent all : « Re droet eo var ar pedi », emezho. Pa gleve kement-se, ar verc’h a ruzie eun nebeut, mes ne lavare ket eur Bater nebeutoc’h, ha ne joume ket eun devez divezatoc’h da reseo ar gommunion. Ne rea ket nemeur a van evit klevet lavarou an dud, ha mad e rea. Arabat eo kredi evelato, e vefe bet Jeann ken devot-se a vianik, he devosion a deuaz da greski a nebeudou. Keit ha ma oue krouadurik, ez ea da c’hoari gant an oll vugale all, paotred ha merc’hedigou euz he oad ; c’hoarzin ha kaketal a rea koulz ha pep hini.

Pa oue savet da veza paotrez krenn, n’ez ea mui nemet gant merc’hed bian all, he brasa plijadur oa beza neuze gant Hauviett ha Minjett, an diou a gare ar muia ; ober a rea gantho, laouen ha seder, oll c’hoariou honest ar merc’hed bian.

Pa deuaz da veza brasoc’h, p’ e devoue dreist oll klevet mouez Doue hag he zentezed, ne oa mui ken troet da heuill ar merc’hed all, n’ez ea nemet en despet d’ezhi koulz lavaret : ne baoueze da zonjal er Frans flastret gant ar Zaozon, hag evit kaout sikour Doue e pede muioc’h, c’houekoc’h.

Bep sadorn epad an hanv he zea da bedi da Introun-Varia Bourmont dirak eur skeuden d’ar Verc’hez hag a c’heller da velet hirio c’hoaz.

Var’n hed eur c’hart heur bale euz a Domremy e oa eur vezen fao euz ar re gaera, hanvet guezen ar C’horrikezed, Jeann a ieaz avechouigou gant ar re all da gemeret he